August Schleicher

August Schleicher

August Schleicher (19 a viz C'hwevrer 1821 e Meiningen - 6 a viz Kerzu 1868 e Jena) a oa ur yezhoniour alaman. Gantañ e voe diazezet un "hentenn geñveriañ" evit termeniñ kerentiezh ar yezhoù hag asambles gant Franz Bopp e roas lañs d'ar yezhoniezh indezeuropek. Evit diskouez petra a c'hallje bezañ bet ar c'hentindezeuropeg, e savas un tamm fablenn, anvet Avis akvāsas ka ("An dañvad hag ar c'hezeg"), gant gerioù adsavet gantañ diwar geñveriañ stummoù kozh ar yezhoù indezeuropek anavezet.

Studier e voe e skol-veur Bonn ha kelenn a reas e skol-veur Praha hag e hini Jena. Studiañ a reas ar gerentiezh etre yezhoù Europa hag e 1850 e embannas ur studiadenn anvet Die Sprachen Europas in systematischer Übersicht. Evitañ e oa eus ar yezhoù traoù bev, hag a c’halle bezañ deskrivet evel ar bevien, hervez teorienn emdroadur Darwin, ha renket e familhoù evel er vevoniezh. Dedennet e oa bet Schleicher gant ar mennozhioù a oa bet embannet gant Darwin e-barzh On the origin of species (“Diwar-benn orin ar spesadoù”) evit displegañ e oa deuet ar spesadoù loened da vezañ diseurtoc'h-diseurtañ, tamm-ha-tamm. Evit Schleicher e oa heñvel an traoù gant ar yezhoù : e 1853 e savas ur « wezenn-familh » da ziskouez kerentiezh ar yezhoù indezeuropek (abeg a gaver en e zielfennadur bremañ, met war boentoù zo hepken). En e Compendium der vergleichenden Grammatik der indogermanischen Sprachen (“krennadur eus yezhadur keñveriet ar yezhoù indezeuropek”), e bennoberenn, e klaskas adsevel ar c'hentyezh indezeuropek ha sevel a reas ur fablenn verr, "An dañvad hag ar c'hezeg", er c'hentyezh-se[1].

Mervel a reas, yaouank c’hoazh, gant an droug-skevent.

  1. Embannet evel "Ein Fabel in indogermanischer Ursprache", e-barzh Beiträge zur vergleichende Sprachforschung, 1868, n° 5, p. 206-208

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy